1:1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
1:2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout;
1:3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
1:4 Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
1:5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
1:6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
1:7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
1:8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
1:9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
1:10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
1:11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
1:12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
1:13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ.
1:14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,
1:15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
1:16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
1:17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
1:18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
1:19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù.
1:20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
1:21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni.
1:22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.
1:23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout:
1:24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.
1:25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.
1:26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ.
1:27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ.
1:28 Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
1:29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
1:30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
1:31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.
1:32 War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien.
1:33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti.
1:34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.
1:35 Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno.
1:36 Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
1:37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
1:38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet.
1:39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.
1:40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
1:41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
1:42 Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet.
1:43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
1:44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
1:45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.
2:1 Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti.
2:2 Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue.
2:3 Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezhañ un den seizet, douget gant pevar den.
2:4 Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ; hag o vezañ e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ.
2:5 Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
2:6 Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù:
2:7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken?
2:8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
2:9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale?
2:10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-:
2:11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
2:12 Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
2:13 Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne.
2:14 En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
2:15 Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien; rak kalz anezho o devoa heuliet anezhañ.
2:16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev-eñ gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
2:17 Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
2:18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
2:19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ.
2:20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizioù-se.
2:21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh, hag ar rog a vefe brasoc'h.
2:22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez.
2:23 C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
2:24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?
2:25 Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
2:26 Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debriñ, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ?
2:27 Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.
2:28 Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.
3:1 Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het.
3:2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall.
3:3 Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
3:4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
3:5 Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
3:6 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
3:7 Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea,
3:8 eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
3:9 Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
3:10 Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved.
3:11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
3:12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.
3:13 Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout.
3:14 Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
3:15 hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien.
3:16 Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ;
3:17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;
3:18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
3:19 ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;
3:20 ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred.
3:21 E gerent, o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
3:22 Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
3:23 Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
3:24 Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout;
3:25 ha mar bez un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout;
3:26 evel-se, mar sav Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
3:27 Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di.
3:28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo;
3:29 met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus.
3:30 Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
3:31 E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel;
3:32 ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ, hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout.
3:33 Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
3:34 Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
3:35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.
4:1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
4:2 Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:
4:3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ;
4:4 hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
4:5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
4:6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
4:7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
4:8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
4:9 Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
4:10 Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
4:11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
4:12 evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
4:13 Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?
4:14 An hader a had ger Doue.
4:15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù;
4:16 ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da gentañ gant joa;
4:17 met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall.
4:18 Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger;
4:19 met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.
4:20 Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
4:21 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?
4:22 Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.
4:23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
4:24 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
4:25 Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
4:26 Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;
4:27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
4:28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
4:29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost.
4:30 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
4:31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar;
4:32 met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
4:33 Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
4:34 Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
4:35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
4:36 Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
4:37 Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
4:38 Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?
4:39 Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
4:40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
4:41 Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hemañ, ma sent memes an avel hag ar mor outañ?
5:1 Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.
5:2 Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout.
5:3 Chom a rae er bezioù, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadennoù;
5:4 rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid, hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en devoa torret ar chadennoù ha friket an hern; ha den ne c'helle e zoñvaat.
5:5 Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein.
5:6 P'en devoe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ,
5:7 hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.
5:8 Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se.
5:9 Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.
5:10 Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
5:11 Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
5:12 Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.
5:13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.
5:14 Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet;
5:15 dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon.
5:16 Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h.
5:17 Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro.
5:18 Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont gantañ.
5:19 Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit.
5:20 Eñ a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en devoa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.
5:21 Jezuz o vezañ, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezhañ; tost d'ar mor e oa.
5:22 Unan a vestroù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid,
5:23 hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.
5:24 Ha Jezuz a yeas gantañ; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezhañ.
5:25 Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ;
5:26 gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;
5:27 o vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadreñv, hag e stokas ouzh e zilhad.
5:28 Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
5:29 Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.
5:30 Kerkent, Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?
5:31 E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
5:32 Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se.
5:33 Neuze ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas hag en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ an holl wirionez.
5:34 Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h, ha bez dizereet eus da gleñved.
5:35 Evel ma komze c'hoazh, tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na ro ket ken muioc'h a boan d'ar Mestr.
5:36 Kerkent, evel ma klevas Jezuz kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.
5:37 Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez.
5:38 O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadennoù kreñv.
5:39 Hag o vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se, ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.
5:40 Hag int a rae goap outañ; met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.
5:41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
5:42 Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.
5:43 Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras reiñ da zebriñ d'ar plac'h yaouank.
6:1 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
6:2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
6:3 Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
6:4 Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
6:5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.
6:6 Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
6:7 Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;
6:8 hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
6:9 met sandalennoù en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.
6:10 Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
6:11 Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]
6:12 O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
6:13 Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud glañv, hag e yac'hajont anezho.
6:14 Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
6:15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
6:16 Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ; adsavet eo a varv.
6:17 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.
6:18 Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.
6:19 Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,
6:20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
6:21 Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
6:22 Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
6:23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
6:24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
6:25 Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
6:26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
6:27 Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
6:28 hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
6:29 Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
6:30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
6:31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
6:32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
6:33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]
6:34 Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
6:35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
6:36 kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
6:37 Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
6:38 Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
6:39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
6:40 Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
6:41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
6:42 Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h.
6:43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked.
6:44 Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
6:45 Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
6:46 Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
6:47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
6:48 Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.
6:49 Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.
6:50 Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
6:51 Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
6:52 rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
6:53 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
6:54 Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
6:55 hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.
6:56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.
7:1 Neuze ar farizianed ha lod eus ar skribed, deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout Jezuz;
7:2 gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo, hep bezañ bet gwalc'het, [hag e kavjont da damall].
7:3 (Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hiñ o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh;
7:4 ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez, o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.)
7:5 War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn?
7:6 Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
7:7 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
7:8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo.
7:9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun;
7:10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
7:11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue,
7:12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
7:13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.
7:14 Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ:
7:15 Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya ennañ, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezhañ.
7:16 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
7:17 Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
7:18 Eñ a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat?
7:19 Rak an dra-se ne ya ket er galon, met er c'hof, a belec'h e kouezh el lec'h distro, ar pezh a c'hlana ar boued holl.
7:20 Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ.
7:21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù,
7:22 an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
7:23 An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.
7:24 Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
7:25 Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
7:26 Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
7:27 Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
7:28 Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
7:29 Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.
7:30 Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
7:31 Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz.
7:32 Hag e voe degaset dezhañ un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
7:33 O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,
7:34 hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te.
7:35 Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet, hag e komze hep poan.
7:36 Jezuz a zifennas outo na lavarjent kement-se da zen; met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
7:37 Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.
8:1 En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:
8:2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
8:3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
8:4 E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ.
8:5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
8:6 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
8:7 Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
8:8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
8:9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
8:10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
8:11 Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
8:12 Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ.
8:13 Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
8:14 Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
8:15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
8:16 Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
8:17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
8:18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
8:19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
8:20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
8:21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?
8:22 Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ.
8:23 Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.
8:24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.
8:25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.
8:26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h].
8:27 Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
8:28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
8:29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
8:30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
8:31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.
8:32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
8:33 Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.
8:34 Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
8:35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo.
8:36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
8:37 Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
8:38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
9:1 Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
9:2 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.
9:3 E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.
9:4 Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.
9:5 Neuze Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.
9:6 Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet.
9:7 Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
9:8 Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
9:9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
9:10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv.
9:11 Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
9:12 Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù, ha bezañ disprizet.
9:13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn.
9:14 O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho, ha skribed a stourme outo.
9:15 Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o vezañ deredet e saludjont anezhañ.
9:16 Neuze eñ a c'houlennas ouzh ar skribed: diwar-benn petra e stourmec'h outo?
9:17 Hag un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut,
9:18 e pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, e tispenn anezhañ, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent, hag en em disec'h; hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
9:19 Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.
9:20 E zegas a rejont eta dezhañ; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoniñ.
9:21 Neuze Jezuz a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Eñ a respontas: Abaoe e vugaleaj.
9:22 Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp.
9:23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred.
9:24 Kerkent tad ar bugel a grias [gant daeroù]: Me a gred, [Aotrou,] va nerzh em diskredoni!
9:25 Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ.
9:26 Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.
9:27 Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel; hag en em zalc'has en e sav.
9:28 Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
9:29 Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun].
9:30 Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se.
9:31 Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz.
9:32 Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ.
9:33 Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?
9:34 Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
9:35 O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
9:36 Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
9:37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
9:38 Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
9:39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
9:40 Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
9:41 Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;
9:42 met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor.
9:43 Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
9:44 [en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
9:45 Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, [en tan divougus,
9:46 e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
9:47 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
9:48 e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
9:49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen;
9:50 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.
10:1 Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.
10:2 Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
10:3 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
10:4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
10:5 Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
10:6 Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.
10:7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg,
10:8 hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken.
10:9 Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.
10:10 Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti;
10:11 eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver;
10:12 hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.
10:13 Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
10:14 Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.
10:15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
10:16 Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
10:17 Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
10:18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
10:19 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm.
10:20 Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
10:21 Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz].
10:22 Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en devoa.
10:23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
10:24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!
10:25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
10:26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
10:27 Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.
10:28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
10:29 Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
10:30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
10:31 Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
10:32 Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
10:33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.
10:34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
10:35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
10:36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
10:37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.
10:38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
10:39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;
10:40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
10:41 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
10:42 Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
10:43 Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.
10:44 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl.
10:45 Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
10:46 Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
10:47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!
10:48 Kalz a c'hourdrouze anezhañ, evit ober dezhañ tevel; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
10:49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
10:50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
10:51 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled.
10:52 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.
11:1 Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
11:2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
11:3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont.
11:4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ.
11:5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?
11:6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont.
11:7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag e rejont Jezuz azezañ warnañ.
11:8 Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù glas, hag a c'holoe ganto an hent.
11:9 Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie, a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
11:10 Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel-meurbet!
11:11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.
11:12 An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon.
11:13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.
11:14 Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.
11:15 Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien arc'hant ha kadorioù ar re a werzhe koulmed.
11:16 Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ,
11:17 hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedennoù evit an holl bobloù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
11:18 Ar veleien vras hag ar skribed, o vezañ klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn.
11:19 An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr.
11:20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù.
11:21 Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het.
11:22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue;
11:23 rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.
11:24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo.
11:25 Met pa'z eot evit pediñ, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezhañ, abalamour d'ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ivez ho pec'hedoù.
11:26 Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedoù.
11:27 Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ,
11:28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se?
11:29 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
11:30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din.
11:31 Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
11:32 Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
11:33 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
12:1 Neuze Jezuz en em lakaas da gomz outo dre barabolennoù: Un den, emezañ, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
12:2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit kemer diganto frouezh ar winieg.
12:3 Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
12:4 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn, hag e gasjont kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.
12:5 Hag e kasas c'hoazh unan all, hag a voe lazhet ganto; ha kalz a re all, ma oa kannet lod ha lazhet lod all ganto.
12:6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
12:7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp-eñ, hag e heritaj a vo deomp.
12:8 Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont, hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg.
12:9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all.
12:10 Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn.
12:11 Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
12:12 Neuze e klaskjont kregiñ ennañ, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
12:13 Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù.
12:14 O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet; rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
12:15 E baeañ a raimp-ni, pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner, evit ma welin anezhañ.
12:16 Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
12:17 Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
12:18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
12:19 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur.
12:20 Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
12:21 An eil a gemeras anezhi, hag a varvas, hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.
12:22 Ar seizh breur a gemeras anezhi; ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.
12:23 Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
12:24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue?
12:25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv.
12:26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob?
12:27 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.
12:28 Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù?
12:29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken.
12:30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.]
12:31 Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.
12:32 Hag ar skrib a respontas dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemetañ,
12:33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
12:34 Jezuz, o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
12:35 Evel ma kelenne Jezuz en templ, e lavaras: Perak e lavar ar skribed eo ar C'hrist Mab David?
12:36 Rak David a lavar e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
12:37 Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur.
12:38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù,
12:39 hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
12:40 dismantrañ a reont tiez an intañvezed, hag e reont evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
12:41 Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant er c'hef: kalz a dud pinvidik a daole kalz.
12:42 Dont a reas ivez un intañvez paour, hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur c'hadrin.
12:43 Neuze, o vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h er c'hef, eget an holl re all o deus lakaet ennañ.
12:44 Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he devoa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
13:1 Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!
13:2 Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
13:3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
13:4 Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?
13:5 Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
13:6 Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.
13:7 Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
13:8 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
13:9 Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo.
13:10 Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù.
13:11 Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
13:12 Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
13:13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
13:14 Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
13:15 hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,
13:16 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.
13:17 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!
13:18 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv.
13:19 Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.
13:20 Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.
13:21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
13:22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.
13:23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.
13:24 En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
13:25 ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.
13:26 Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;
13:27 hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv.
13:28 Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;
13:29 evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.
13:30 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
13:31 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
13:32 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
13:33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.
13:34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.
13:35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
13:36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.
13:37 Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.
14:1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
14:2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
14:3 Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
14:4 Hiniennoù a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
14:5 Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep.
14:6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
14:7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon..
14:8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.
14:9 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en holl lec'hioù eus ar bed ma vo an aviel-mañ prezeget, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
14:10 Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn.
14:11 Selaou a rejont gant joa, hag e lavarjont reiñ arc'hant dezhañ; diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
14:12 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
14:13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
14:14 E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
14:15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.
14:16 E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e kêr, hag e kavjont an traoù evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask.
14:17 Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
14:18 Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho.
14:19 Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo?
14:20 Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.
14:21 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
14:22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, [debrit,] hemañ eo va c'horf.
14:23 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl dioutañ.
14:24 Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz.
14:25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
14:26 Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
14:27 Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, hag an deñved a vo stlabezet.
14:28 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
14:29 Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket.
14:30 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.
14:31 Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra.
14:32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
14:33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
14:34 Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit.
14:35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ.
14:36 Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
14:37 Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?
14:38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
14:39 Mont a reas adarre, hag e pedas, o lavarout ar memes komzoù.
14:40 O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
14:41 Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
14:42 Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
14:43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
14:44 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo; krogit ennañ, ha kasit eñ sur.
14:45 Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outañ, hag e lavaras dezhañ: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.
14:46 Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
14:47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
14:48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
14:49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
14:50 Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit.
14:51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ,
14:52 met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
14:53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
14:54 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
14:55 Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.
14:56 Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo.
14:57 Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout:
14:58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den.
14:59 Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.
14:60 Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?
14:61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
14:62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
14:63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?
14:64 Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv.
14:65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier.
14:66 Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;
14:67 hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.
14:68 Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.
14:69 Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre.
14:70 Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini].
14:71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.
14:72 Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.
15:1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
15:2 Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
15:3 Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra.
15:4 Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
15:5 Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.
15:6 Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.
15:7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.
15:8 Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras,] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet.
15:9 Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
15:10 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.
15:11 Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.
15:12 Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
15:13 Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
15:14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
15:15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
15:16 Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.
15:17 Hag e wiskjont anezhañ gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet.
15:18 Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!
15:19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
15:20 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell vouk diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
15:21 Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz.
15:22 Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.
15:23 Hag e kinnigjont dezhañ da evañ gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezhañ.
15:24 Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini.
15:25 Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz.
15:26 Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
15:27 Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
15:28 [Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]
15:29 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
15:30 en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!
15:31 Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!
15:32 Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
15:33 Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
15:34 Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
15:35 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
15:36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
15:37 Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas.
15:38 Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ.
15:39 Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
15:40 Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
15:41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
15:42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
15:43 Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz.
15:44 Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
15:45 O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
15:46 Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
15:47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.
16:1 Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf.
16:2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
16:3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez?
16:4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.
16:5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.
16:6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.
16:7 Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.
16:8 Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
16:9 Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
16:10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.
16:11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
16:12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.
16:13 Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
16:14 Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
16:15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
16:16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
16:17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;
16:18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.
16:19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.
16:20 Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.